An Aozadur Todt (Organisation Todt, OT, en alamaneg) a oa un aozadur alaman e servij an Trede Reich. Gant an aozadur-se e voe kaset labourioù bras da benn, koulz en Alamagn a-raok an Eil Brezel-bed hag er broioù eus Europa aloubet gant an Nazied e-pad ar brezel. Implijet e voe prizonidi da ober al labourioù-se alies.
E Breizh hag a-hed arvor Bro-C'hall e lakae labourerien da sevel Moger ar Meurvor Atlantel. Gantañ e oa bet savet Porzh Listri-spluj Sant-Nazer
Daou zen dreist-holl zo bet e penn an aozadur :